Pa vez an nen ken… urzhiet ha me e tichañs dezhañ diskoachañ traoù. Aze ez eus bet adkavet ur skrid ganin hag a ray plijadur da’m mignon Milio a gredan. Ur brouilhed n’eo ken ha bloavezhioù zo e oa bet savet. Un taol kempenn d’ar yezh a vefe d’ober hep mar. Koulskoude ne badan ket gant ar c’hoant d’hen reiñ deoc’h da lenn. Ha piv ‘oar? Marteze e teuy awen din da gas an danevell war-raok?
An Dervenn
Buan e oa serret an noz warnañ. Ned ae ken neuze nemet dindan skleur ar stered. Ne oa ket an hent re doull-didoull, gwell a se evit pavioù e varc’h. Tamolodet e oa en e vantell veajiñ ma tivere takennoù sklas warni. Glizennet e oa e dal. E perlezennoù skorn e troe e anal gant a yen e oa anezhi. Bep an amzer e c’hwirine e jav evel evit lavaret dezhañ e oa mall warnañ bout erru. Div eur a oa e oant aet kuit eus Boston. N’edont ket pell ken hervez displegadennoù Samantha. N’he devoa ket lavaret resis dezhañ perak e tlee mont d’an degemeradeg-se ha fiziañs en devoa e oa evit un afer a-bouez. Mont da sklasañ e izili war an hent e-kreiz miz Kerzu ne oa ket diouzh e zoare tamm ebet. Ur sizhun a oa edo an dimezell Folley er maner-se a oa d’un denjentil bennak… ne zeue ket soñj dezhañ peseurt anv e oa hennezh. Ne oa bet keloù ebet anezhi e-pad pemp deiz ha setu ma oa degouezhet ur gemennadenn gantañ. Da heul ur frazenn verr a lavare dezhañ dont ar buanañ ar gwellañ e oa bet lakaet ur blaenenn ha mat pell zo. Plijet e vije bet o c’houzout hiroc’h digant ar re all met aet e oa Max da Chicago, Frederic a oa dalc’het gant un enklask ha ne veze ket gwelet ken abaoe un nebeud devezhioù ha gant Samantha edo John. Ne oa chomet nemet Barbara, ar sekretourez. Ne oa bet displeget an disterañ grik dezhi avat.
Sevel a reas e benn da sellet ouzh an dremmwel. Gouloù ar maner a oa o lugerniñ er pelloù e-kreiz an deñvalijenn. Un enezenn kollet e mor spontus an noz. Chom a reas a-sav e krec’h ar run evit sellet ouzh ar skourroù dizeil savet war-du an oabl evel tud varv o klask digeriñ dor an anaon. En em silañ a reas ur fourradig dindan e zilhad ha kridiennañ a reas. Poan lagad en devoa. Tamm-ha-tamm e save ar skuizhnez ennañ. Krog e oa e izili da vout morzet. Palvadoùigoù a roas d’al loen kent lakaat ar brid da stlakañ. Mont a reas gant an diribin. Un tammig pelloc’h ez ae an hent dindan volz ar gwez. Ur wech er c’hoad e rankas enaouiñ e letern. Ken luziet e oa ar skourroù a-us e benn ma ne wele ket an disterañ steredenn. Nebeut-ha-nebeut e oa aet pavezioù brav an hent-bras da zouar kalet hag eus douar kalet da fank. Bec’h en devoa e jav o vont war-raok. Fetisoc’h e oa ar vogedenn wenn a save eus e fronelloù. Ne oa ket ken asur kammedoù al loen bremañ. Toullet-don e oa bet an hent gant rodoù kirri-tan ha ne oa geotenn ebet evit teneraat stokadenn e garnoù ouzh ar mein lemm. Boud ha gleb e oa trouzioù kammedoù gorrek al loen. Edo an anoued o krignat e vizied tamm-ha-tamm daoust d’e vanegoù. Lezel a reas ar brid evit silañ e zaouarn en e vilginoù. Ned aje ket e varc’h er-maez eus an hent karr-se forzh penaos.
Goude ur c’hard eur e welas penn e hent. Pavezioù a oa bet lakaet gwell pe well. Ur maner pinvidik e oa bet moarvat un amzer zo bet, ha mar ne c’halled ket lavaret ne chome ken nemet ar spes anezhi ne c’halled ket lavaret kennebeut e oa meurdezus. Gant mein benerez e oa bet savet. Eizh prenestr a oa outañ ha peder siminal en devoa. Gwell a se en devoa soñjet en ur ijinañ ur gador-vrec’h klet e-kichen an oaled hag an tan o tañsal hag o strakal ennañ. Hag ur bannac’h wiski ivez marteze ? Ned eo ket gant dour yen e vez tommet d’ar c’horf. War an tu kleiz edo ar c’hraoù. Emichañs e oa bet gwelet gant e jav ivez rak c’hwirinal a reas ent-laouen dres d’ar poent-se. Buanoc’h ez eas neuze. Un nor-borzh houarn goveliet a oa aze evit degemer an dud. Iliav a oa savet outañ. E-krec’h e oa bet lakaet anv ar maner : An dervenn. N’en devoa ket bet ezhomm da ober un damsell evit kompren perak e veze graet evel-se anezhañ. E-kreiz al leurenn e oa ur pezh dervenn meur a gant vloaz dezhañ. Aze edo ken bras ha ken tev ma vije bet lavaret un toull en noz, un nor etrezek ur bed all, ur bed ha na oa ket anezhañ ken. Sourral a rae e zelioù en avel evel o kanañ eñvorennoù eus ar bed-se dres a-walc’h ha ne oa ket ur meulgan e oa, unan feuls diwar-benn follentez mab-den ne lavaran ket. Tremen a reas hebiou dezhañ hep distreiñ e selloù dioutañ.
Trumm avat e troas e benn war an tu dehou, deuet e oa unan bennak davetañ.
“Noz vat, Aotrou, me zo ’vont d’ober war-dro ho jav, mar plij ganeoc’h.”
“Ya,” emezañ en ur ziskenn diwar e varc’h. “Pederiit mat outañ ur veaj hir en deus graet ha divi eo am eus aon.”
Un hej a reas egile d’e benn en ur tapout ar brid. Un eil den a zeuas e-maez an ti, ur vantell feur gantañ.
“Deuit Aotrou,” eme hennezh, “anoued hoc’h eus moarvat.”
Ha lakaat a reas ar mevel ar vantell war chouk an estrañjour. Buan ez ejont tre er maner.
Tomm-tomm e oa e-barzh. Trouz mouezhioù ha c’hoarzhadennoù a zeue eus a-dreñv un nor bonner e prenn. Ar re-se n’o deus ket kollet o amzer a soñjas en ur ziwiskañ e vantell veajiñ skornet hag e vanegoù ken skornet all.
“Lakaet eo bet ho seier en ho kambr, Aotrou, mar fell deoc’h…”
“Ho trugarekaat, mat e vo evel-se,” a eilgerias en ur vousc’hoarzhin.
“Evel ma plij deoc’h, Aotrou.”
Hag ambroug a reas an estrañjour betek ar sal-degemer.
Touforek an aer eno ken en devoe bec’h o tennañ e anal en ur vont tre. Ar mevel a serras an nor warnañ. Ur c’hemmesk iskis a c’hwezh-vat, a alkol hag a vutun a bep seurt. Un damsell a reas ouzh ar sal evit kavout Samantha. Honnezh a oa en tu all o varvailhat, evit doare, gant ur gwaz na kozh na yaouank. Blev berr ha du en devoa. Gibson ! Gibson e oa e anv. E penn un embregerezh trelosk e oa. Madik ez ae e stal gantañ betek nevez zo. An tan en devoa graet e reuz en unan eus e ziv labouradeg ha ker e oa koustet kement-se dezhañ. War ar marc’had en devoa kudennoù gant e verc’h a oa aet kuit gant un arzour bennak, gouez d’an teodoù hir ha d’ar skouarnioù gedon.
“Aleck !” a hopas Samantha en ur jestraouiñ. “Aleck ! N’oc’h ket abred, feiz !”
“Diouzh ma gwellañ am eus graet. N’eo ket an amzer eus ar c’hentañ ha ma faourkaezh marc’h a grene, ken e rae, gant ar riv.”
Deuet e oa an aotrou Gibson d’o bete.
“Aleck Jenkins, William Gibson.”
Diouzhtu e welas Aleck al liv enkrez a lugerne e daoulagad an ao. Gibson. Mesket e oa gant un arliv dipit ivez ha daoust ma voe hegarat e vousc’hoarzh hag e stard dorn ne oa ket hennezh evit kuzhat e nec’h. Treiñ a reas Gibson e benn war-du Samantha.
“Ne oar an aotrou Jenkins gour eus hon afer ?”
“Nann, gouez din bepred.”
“Mat. Deomp da’m burev neuze.”
Treiñ a reas kein dioute ha Jenkins a reas ur sell souezh ouzh Samantha. Mont a rejomp a-douez an dud betek un nor vras. Dirak e oa ur mevel, ur pikol paotr, oc’h ober ged. E zorn a yeas prim war an dornell ha digeriñ an nor a reas en ur stouiñ e benn.
Brazik e oa ar pezh. Ur mell burev e koad derv a oa e-kreiz hag a-dreñv dezhañ ur gador-vrec’h e lêr. A-hed ar morgerioù e oa armelioù a dape an terest. Darn o devoa dorioù e gwer. Levrioù enne peurliesañ. Etrezek unan eus an armelioù o dorioù prenn ez eas Gibson.
“Petra a yelo ganeoc’h Samantha ?”
“Ur bannac’h Gin a vo mat din, William.”
“Ha ganeoc’h, Aotrou Jenkins ?”
“Ur bannac’h wiski.”
“Un dibab a-zoare, Aleck, gallout a ran ober Aleck ac’hanoc’h ?”
“Ya.”
“Ur voutailhad am eus hag a blijo deoc’h hep mar ebet. Degaset e oa bet din gant ur mignon eus Iwerzhon. Un drugar eo, un drugar.”
Astenn a reas o gwerennadoù da Samantha ha da Aleck kent ober ar sin dezhe da azezañ. En e gador-vrec’h ez eas-eñ. Evañ a reas ur glukennad ha goude bout graet ur skarzh d’e gorzailhenn e stouas da lakaat e werennad war ar burev.
“Ne ouzon ket pe dre benn kregiñ gant ar vazh. Kement zo da zisplegañ. Samantha a ouezo ober gwelloc’h egedon a soñj din. Samantha…”
“Ya. Mat. Klevet ho peus moarvat, Aleck, ez eus bet un tangwall en unan eus labouradegoù an ao. Gibson.”
“William…”
“Mat. Ned eo ket sur William e vefe ur gwallzarvoud. E-barzh el labouradeg edo an deiz-se o tiskouez da arvalien dezhañ penaos e veze graet al labour. E-kreiz e brezegenn edo pa darzhas unan eus an tonnelladoù trelosk. Dre chañs e oa peuzgoullo, deuet eo an dud a-benn da vont er-maez a-barzh na grogje an tan. Mar bije bet leun he devije tarzhet al labouradeg a-bezh. Gallet ez eus bet mougañ an tangwall buan a-walc’h ivez. Ned eo ket distrujet ar savadur penn-da-benn hag un darn vat eus an ardivinkoù labour zo e-ratre c’hoazh.”
“Mar komprenan mat e welit kement-se evel un taol kemenn.”
“Ya,” eme C’hibson, souezhet an tamm anezhañ.
Edo Jenkins war-nes goulenn hag enebourien en devoa Gibson ha distreiñ e vennozh a reas. Meur a hini en devoa moarvat paneveken diwar e vicher, klask bras a oa war an trelosk hag an doare nemetañ e oa e gwirionez da zont da vout pinvidik.
“Ha lizheroù gourdrouz ho peus bet a-raok pe abaoe ?” a c’houlennas Aleck evelato.
“Ne’m eus ket, hini ebet, netra. Aze emañ ar souezh. Met, salv ho kras, Aleck, ned eo ket evit an afer-se ez eus bet goulennet diganeoc’h dont amañ.”
Mousc’hoarzhin a reas Samantha neuze.
“Emañ Frederic oc’h ober e enklask c’hoazh,” emezi, tener he mouezh.
“Mat,” a lavaras Jenkins, “deuet on evit klask ho merc’h neuze.”
“Ya da,” eme C’hibson ha stouiñ a reas ouzh an daol da dapout e werennad.
Sevel a reas neuze evit mont betek un armel bras. Ur frapadig e chomas evel-se da sellet ouzh al levrioù ha treiñ a reas war-du e gouvidi.
“Marteze hoc’h eus klevet brudoù fall diwar-benn ma merc’h, diwar-benn he zemz-spered eus ar re washañ ?”
“Ya, mui pe vui,” a eilgerias Jenkins.
“Ned eo ket bet evel-se a-viskoazh. Goude marv e vamm avat… ha me gant ma labour… kompren a rit… ya, moarvat, en ho micher e tleit gwelet ha klevet kement all alies a-walc’h. Ma… war washaat eo aet.”
Evañ a reas peurrest e werennad en ul lonkad. Ur sell a reas ouzh ar werenn c’houllo, unan all ouzh ar voutailhad, ha beg kamm an den a oar ne vije ket fur skuilhañ ur bannac’h all. Lakaat a reas e werenn war an daol ha war-du Aleck ha Samantha e troas adarre.
“War am eus klevet he devije graet anaoudegezh gant ur paotr yaouank, a-oad ganti pe un nebeud koshoc’h, e-kerzh un degemeradeg amañ. Siwazh ne’m eus eñ gwelet biskoazh nemet etre daou emgav. Ne ouzon tost netra diwar e benn, ne ouzon ket e anv zoken.”
Brav, a soñjas Jenkins. Ur sell a reas ouzh Samantha a oa mantret un tamm diwar anzavadennoù he mignon.
“Ma, hag abaoe pegoulz eo aet ho merc’h diwar-wel ?”
“Eizhtez.”
“Ha c’hwi a soñj deoc’h ez eo aet gant ar paotr-se.”
“Ya.”
“Perak bout kontet din an abadenn c’hoarvezet en ho labouradeg, ul liamm a vefe hervezoc’h ?”
“Ma…”
“Marteze,” a droc’has Samantha. “Evit ar poent ned eus netra evit kadarnaat ar vartezeadenn-se avat. Setu perak em eus kavet gwelloc’h lakaat Frederic da zispenn roudoù torfedour pe dorfedourien al labouradeg ha c’hwi da ober un enklask war an dec’hadenn-se. Mar c’hoarvezhfe e vefe bet graet al labour gant an hevelep strollad tud, ne vefec’h ket re ho-taou evit dont a-benn anezhe.”
“Ho trugarekaat, Samantha evit displegadennoù ken sklaer.”
Aet e oa Gibson, e-keit-se, war e goazez en e gador-vrec’h. Skuilhet en devoa dezhañ e-unan un eil bannac’h evelkent hag en devoa hanter evet c’hoazh. Selloù prim a rae ouzh ur c’horn butun a oa en ur c’hogn eus ar burev. Teñval e oa e benn diwar e strafuilh met diaes e oa gouzout ha strafuilhet e oa diwar e yec’hed pe diwar dec’hadenn e verc’h. A-benn ar fin e tapas e gorn-butun, hag eñ hag e choukañ.
“Pelec’h e oa bet gwelet ho merc’h evit ar wech diwezhañ ? Er maner amañ ?”
“Ne oa ket. Da vakañsiñ e oa aet e kêr hec’h eontr hag he moereb e Chicago.”
“Penaos eo c’hoarvezet an traoù ?”
“War a lavaras ma c’hoar din e oa aet diwar-wel e-doug ur valeadenn. Ne oar den ebet penaos eo tremenet an traoù ent-resis. Aet e vije war-lerc’h un evn bennak – sot eo ma merc’h gant an evned. N’o devoa ket soñjet ar re all e oa peadra da vout enkrezet p’edont o vale e koad an domani. Evite e tistroje buan d’ar gêr. Ne voe ket ar gwir gante avat.”
“Ha goude ?”
“Goude o devoa klasket war he lerc’h, nemet ne oa roud ebet anezhi.”
Dilavar e chomjont holl. Jenkins a selle ouzh al leur evel o klask ur goulenn all a c’hallje degas sklêrijenn war an darvoudoù-se. Ne gomprene ket perak e vije aet ar plac’h kuit evel-se gant e garedig hep lavaret ger d’he zad, dreist-holl mar boa evit ober un dra da sachañ e evezh warni. Ha perak bennak e vije aet e-kreiz ur valeadenn hep kemer amzer da brientiñ he fakadoù ? Ha mar klaske lakaat strafuilh e kalon he zad perak lakaat strafuilh ivez e kalon tud all eus he familh ? Ne hañvale ket an tad gouzout kalz tra. Pa oa bet anv eus karedig e verc’h n’en devoa ket lavaret zoken pe neuz en devoa hennezh.
“Gallout a rafen mont da ober ur sell e kambr ho merc’h ?”
“Ya, anat. E krec’h emañ kambr Aziliz.”
Lakaat a reas e gorn war an daol ha sevel a reas. Mont a reas da zigeriñ dor ar burev.
Aet e oant gant ar skalier prenn e-kichen an nor-dal. Strakal a rae dindan o c’hammedoù, daoust d’ar pallenn ruz-mouk a c’holoe ar pazennoù. Goude o devout treuzet an trepas e tegouezhjont gant kambr ar verc’h. Serr e oa an nor. Gibson a zic’hodellas un alc’hwez hag en lakaas da dreiñ er morailh. Krenañ a rae e zorn. Komz a reas evit kuzhat e from.
“Ne ouzon ket ha talvezout a ray da galz tra deoc’h sellet amañ rak graet em eus-me kement all ha ne’m eus kavet netra. Kement a zizurzh am boa lakaet ma’m eus goulennet d’ar vatezh adkempenn ar gambr. Re vat e ouzon em bije graet gwelloc’h o chom hep stekiñ ouzh tra ebet, met kompren a rit ne c’haller ket bout fur bepred en hevelep degouezhioù.”
Un hej asant a reas Aleck ha Samantha. Re wir avat e vije bet furoc’h na lakaat e dreid aze.
Mont a reas Aleck tre en ur ober un astenn d’e c’houzoug.
“Digarezit-me,” eme C’hibson, “ober war-dro ma c’houvidi a rankan. Samantha ?”
“Ya, dont a ran ganeoc’h,” emezi gant ur mousc’hoarzh frealzus.
Treiñ a reas he fenn war-du Jenkins.
“Ken dizale, Aleck.”
“Ya.”
Ha mont a rejont kuit o-daou kazel-ha-kazel.
Aleck, en e sav e toull an nor, a reas un damsell ouzh ar gambr. Ne oa ket nemeur a dra enni. Ur mell gwele, ur pikol armel, ur burev e prenn-derv, un nebeud taolennoù ouzh ar mogerioù – kezeg dreist-holl – hag un daolig noz ma oa ul levr warni. Pa ne ouie ket re vat e pe lec’h furchal da gentañ ez eas da dapout al levr. Ul levr barzhonegoù an hini e oa.